Kalon flamm, ouzhpenn ur ganaouenn, ur c'hlip a-feson !
Marteze ho peus bet tro da welet klip kanaouenn nevez Brieg Guerveno, « Kalon Flamm » ? Ma n'o peus ket graet ec'h aliomp deoc'h mont da sellet diouzhtu war Youtube ! Ur video barzhoniel-tre, gant tresadennoù e gwenn ha du, a zo bet gwelet tost da 20 000 gwech dija dindan pemzektez ! Savet eo bet gant Gwendal Stephan, un tresour staliet e bro Pondi. Selaouomp anezhañ.
Gwendal Stefan a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. « Kalon Flamm » a zo unan eus kanaouennoù pladenn nevez Brieg Guerveno, anvet Un noz a vo. Dont a raio ar bladenn-se er maez e kreiz miz Mae. Ha video Gwendal Stephan a zo bet priziet gant festival ar filmoù bevaat e Roazhon, ha diskouezhet e vo eno d'ar 25 a viz Ebrel war ar skramm bras.